[index]
Pennad 13
1 Pa gomzfen yezhoù an dud hag an aeled, ma ne'm eus ket ar garantez,
ez on evel un arem a son, pe evel ur simbalenn a dregern.
2 Ha pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù
hag an holl c'houiziegezh, pa em befe zoken an holl feiz betek dilec'hiañ
ar menezioù, ma ne'm eus ket ar garantez, n'on netra.
3 Ha pa ginnigfen va holl vadoù evit magañ ar beorien, pa rofen
va c'horf evit bezañ devet, ma ne'm eus ket ar garantez, kement-se ne
servij din da netra.
4 Ar garantez a zo habask ha leun a vadelezh; ar garantez n'eo ket avius; ar
garantez n'eo ket fougasus, n'en em c'hwez ket a ourgouilh,
5 n'eo ket dizonest, ne glask ket he mad hec'h-unan, ne drenk ket, ne soñj
ket e droug,
6 n'en em laouena ket eus an direizhder, met en em laouenaat a ra eus ar wirionez,
7 digareziñ a ra pep tra, krediñ a ra pep tra, esperout a ra
pep tra, gouzañv a ra pep tra.
8 Ar garantez ne baouez biken. Ar profediezhioù a echuo, ar yezhoù
e ehano, ar c'houiziegezh a yelo da get.
9 Rak ec'h anavezomp hag e profedomp en un doare diglok,
10 met pa zeuio ar pezh a zo peurvat, neuze ar pezh a zo diglok a baouezo.
11 Pa oan bugel, e komzen evel ur bugel, e soñjen evel ur bugel; met
pa'z on deuet da vezañ un den, em eus dilezet ar pezh a oa eus ar bugel.
12 Bremañ e welomp dre ur melezour, en un doare teñval, neuze
e welimp dremm ouzh dremm; bremañ ec'h anavezan en un doare diglok, met
neuze ec'h anavezin evel ma'z on bet anavezet.
13 Bremañ eta, ra chomo an tri-mañ: ar feiz, an esperañs,
ar garantez; met ar brasañ anezho eo ar garantez.
[index]