[index]
brezhoneg
Bro goz ma zadoù
Ni Breizhiz a galon, karomp hon gwir vro !
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.
Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,
A skuilhas eviti o gwad.
diskan :
O Breizh, ma bro, me a gar ma bro,
Tra ma vo ar mor evel mur en he zro,
Ra vezo digabestr ma bro !
Breizh, douar ar sent kozh, douar ar varzhed,
N’eus bro all a garan kement ’barzh ar bed.
Pep menez, pep traoñienn da’m c’halon zo kaer,
Enno kousk meur a Vreizhad taer !
diskan
Ar Vretoned zo tud kalet ha kreñv,
N’eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv.
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,
O pegen kaer ez out, ma bro !
diskan
Mard eo bet trec’het Breizh er brezelioù bras,
He yezh zo bepred ken bev ha biskoazh.
He c’halon birvidik a lamm c’hoazh en he c’hreiz,
Dihunet out bremañ, ma Breizh !
diskan